Gwarez Filmoù / Cinémathèque de Bretagne : filmoù hor memor

Gwarez Filmoù a oa bet krouet e 1989 gant Jean-Pierre Berthomé, Alain Bienvenu, Jean-Yves Veillard ha Donatien Laurent. Goude bezañ bet staliet e San-Brieg e oa deuet ar filmaoueg da chom e Brest e 1995. War-dro tri mil bandenn a oa bet dastumet ganti d’ar poent-se dija. Kalz muioc’h a filmoù a vez dalc’het hiziv an deiz koulskoude. Ouzhpenn eizh mil warn-ugent a zo neuze ! An hanter anezho a zo bet filmet gant filmourien a-vicher, an hanter all gant videourien amatour. Tost daou vil den o deus roet o bandennoù da Gwarez Filmoù da ziwall. Hag ouzhpenn filmoù a zalc’h ar filmaoueg-mañ : mil pemp kant beñveg-sinema, dek mil foto, pemp kant kelaouenn ha pemp kant levr a vez kavet ivez.

Tout an dud a c’hell kas o filmoù da Gwarez Filmoù. « Ar re goshañ a zo bet filmet e-doug ar bloavezhioù 1910 !» a lâr Mevena Guillouzic-Gouret, e-karg eus ar gwerzañ, « ha lod a zo e brezhoneg ! ». Alies ne vez ket aes ober ganto koulskoude. Gwall vresk e vez ar bandennoù a-wechoù ha n’haller ket sellet ouzh serten anezho ken. « Kalz binvioù ne vezent ket gwerzet ken ouzhpenn » a gontinu Mevena, « setu ma rankomp dastum ha miret anezho kement-all ». Ho kameraioù kozh a c’hellit degas da Vrest ivez neuze. Degemeret mat e vioc’h moarvat !

Meur a bresterezh a vez kinniget d’an dud. Da gentañ e c’heller sellet ouzh tout ar filmoù war lec’hienn Internet Gwarez Filmoù. « Ul lodenn vihan eus an dielloù (les archives) a zo digoust » a isplik Mevena deomp, « en em enskrivañ a ranker da zigentañ, evit gellout sellet ouzh ar re all ». Sikour a vez roet d’ar studierien ha d’ar filmourien o defe c’hoant d’ober gant ar filmoù dastumet. Pladennoù DVD a c’heller amprestiñ diganto ivez. Ha ma vez gwelloc’h ar poltrejoù ganeoc’h e vez voaien da brenañ  fotoioù ivez ! Entrefil, « newsletter » Gwarez Filmoù, a vez embannet bep miz, diwar-benn keloù ar gevredigezh hag ar bandennoù nevez-deuet er c’hatalog.

Gwarez Filmoù a labour asambles gant kevredigezhioù all, sinemaoù, mediaouegoù ha muzeoù. Ingal e vez kinniget koñferañsoù hag abadennoù ispisial ganto neuze, hed-a-hed ar bloavezh. Gwelet e oa bet filmaoueg Breizh warlene e Douarnenez lakeomp, da geñver Gouel ar Filmoù. Asambles gant Daoulagad Breizh en doa labouret da sevel an abadenn
« Révoltes Bretonnes ». Hag homañ he deus graet berzh er vro ! Kit war pajenn Facebook Gwarez Filmoù m’ho peus c’hoant da c’hoût hiroc’h diwar-benn an abadennoù a zo o tont. Bep sizhunvezh e vez kinniget videoioù kozh bihan deoc’h war ar bajenn-mañ ouzhpenn ! Hag ar re-mañ, e-giz peurrest katalog ar filmaoueg, a zo hor memor !

Evit goût hiroc’h : www.cinémathèque-bretagne.fr
2 avenue Clémenceau – B.P. 81011 – 29210 Brest – Tél. 02 98 43 38 95

Gwarez Filmoù

La Cinémathèque de Bretagne, Gwarez Filmoù, est l’un des fonds régionaux les plus importants de France. Depuis trente ans, elle s’attache à collecter, sauvegarder, diffuser et valoriser les films amateurs qui lui sont confiés. Elle collabore également avec divers autres acteurs culturels du territoire, des musées aux cinémas en passant par les médiathèques. Plus de 4000 films sont ainsi disponibles. Certains font parfois l’objet de « rencontres », ouverts au plus grand nombre.

+ d’infos sur www.cinématheque-bretagne.fr – 2 avenue Clémenceau – B.P. 81011 – 29210 Brest – Tél. 02 98 43 38 95