Daspugn brezhoneg ar vr

ervel a ra ar brezhoneg. Muioc’h muiañ e vez klevet er skolioù ha nebeutoc’h nebeutañ a vrezhonegerien a vez ivez. A-benn dek vloaz e tispariso an darn vrasañ eus ar re ‘neus desket ar lañgaj-mañ war-barlenn o mamm. Bremañ an deiz ne vez ket desket ar brezhoneg ‘met er skol kazimant. E-giz-se neuze e vez kollet brezhoneg ar bobl tamm-ha-tamm. Abaoe un nebeud  bloavezhioù koulskoude e oa savet o soñj da serten tud, amañ e Penn-ar-Bed, da vont da gaozeal gant ar re gozh, abalamour da zaspugn ha da ziskouez pinvidigezh ar brezhoneg koulz ha kultur Breizh.

Gurvan Lozac’h a zo o chom e kreiz ar vro. Dek vloaz ‘zo bremañ oa krog da zeskiñ brezhoneg gant re gozh ar parrezioù tro-war-dro. « An dud a oar brezhoneg mat ha ‘choñje ket din ‘oa ken pinvidik ! a isplik hemañ deomp. Setu en deus savet e soñj da añrejistrañ brezhonegerien e vro, evit trañskrivañ o c’homzoù. Tout an traoù – an añrejistramantoù hag an trañskripsionoù – a vez lakaet war Brezhoneg Digor, e vlog Internet. Ingal a-walc’h e vez lakaet traoù nevez warnañ. Ouzhpenn 35 eurvezh brezhonek a c’heller selaou evit mann ebet neuze, gant 121 den eus 35 parrez disheñvel ! Un diksionnêr a vez o skrivañ abaoe 2012, diwar-benn brezhoneg ar C’hreiz Breizh. 5740 ger a zo e-barzh ha 936 pajenn evit poent, ha n’eo ket echu c’hoazh !

Heñvel a-walc’h eo labour Banque Sonore des Dialectes Bretons ouzh hini Gurvan Lozac’h. Abaoe dek vloaz e labour asambles un ugent den bennak evit sevel ur c’horpus ledan, diwar-bouez brezhoneg ar vro. E-touez ar re-mañ e kaver Pierre-Yves Kersulec, Loïc Cheveau, Yannick Dabo, Yann-Fañch Kemener, Ronan L’Hourre, Jérôme Palud ha Anne-Marie Quéré. Adrien Desseigne a ra war-dro ar programmiñ (la programmation) hag hepdale e vo nevezet ar blog. Koulz e Kerne hag e Leon, e Treger ha e Bro-Gwened e vez kestionet brezhonegerien gant tud ar Banque Sonore. Kalz sujedoù disheñvel an eil re diouzh ar re all neuze a c’heller kavout en e gorpus :
« studiañ sonioù, yezhadur (la grammaire) hag komzoù ar brezhoneg, peotramant studiañ teknikoù al labour-douar, pareañ gwechall ha kredennoù ar bobl ». 34 parrez eus Penn-ar-Bed a glever war ar blog-mañ, surtout re eus Bro an Aven e-lec’h ma vez kavet ur brezhoneg brav-spontus ha ne vez ket klevet  er mediaoù alies!

Ouzhpenn añrejistrañ ha trañskrivañ an dud a ra Lors Jouin  : filmañ a ra anezho ! « Komzoù Brezhoneg » a vez graet eus e labour. A-benn neuze e ya da visitañ tout kement parrez eus Breizh-Izel d’en em gavet asambles gant an dud. « Me ‘vez ‘klask, en oc’h ober se, ober ur liamm etre ar re a oar hag ar re ‘zo ‘teskiñ bremañ ! Hag ouzhpenn an dra-he ‘zo un istor ! Istor ar vro a vez anaet gant ar re gozh. Hag ar re-se zo kap da zeskiñ anezhi deomp ! » a lâr kaner Landelo deomp. Betek bremañ en deus bisitet daou-ugent parrez bennak, peurvuiañ e kreiz ar vro, ha daou-ugent all a zeuio hepdale. Roit sikour dezhañ ! Ma anveit ur brezhoneger er vro e c’hellit kas e anv da Lors Jouin ! Dalc’hit soñj koulskoude : klasket e vez tud ‘neus bevet er memes parrez evit ar wech tout !

Da c’hoût hiroc’h : Brezhoneg Digor : https://brezhoneg-digor.blogspot.fr
Banque Sonore des Dialectes Bretons : http://banque.sonore.breton.free.fr
Komzoù Brezhoneg : http://www.skolvreizh.com/komzoubrezhoneg
lorsjouin@orange.fr
Evit goût hiroc’h : www.cinémathèque-bretagne.fr
2 avenue Clémenceau – B.P. 81011 – 29210 Brest – Tél. 02 98 43 38 95

Bien que le breton soit de plus en plus enseigné dans les écoles, le nombre de locuteurs ne cesse de diminuer. D’ici une quinzaine d’année, on estime que la plupart des bretonnants de naissance auront ainsi disparu. Cependant, plusieurs « collecteurs » travaillent à l’heure actuelle à la sauvegarde de ce breton populaire afin de pouvoir le transmettre aux nouvelles générations. Depuis dix ans, Gurvan Lozac’h enregistre les anciens du Centre-Bretagne, dont il retranscrit les paroles sur son blog, Brezhoneg Digor. Il est également l’auteur d’un dictionnaire consacré au breton du Kreiz-Breizh. Les passionnés de la Banque Sonore des Dialectes Bretons effectuent également ce genre de collectages, à l’échelle de la Basse-Bretagne. Le chanteur Lors Jouin enfin, depuis 2015, part filmer les derniers bretonnants des communes rurales.